Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

AN DAOU VRASAÑ GOURC’HEMENN

Les deux PLUS grands commandements

Les bretonnants de la région de Lannion (Côtes d’Armor) ont l’avantage de pouvoir assister à une messe célébrée dans leur langue maternelle, chaque dernier samedi du mois, à 18 h, en l’église-chapelle du Rusket, paroisse de Brélévenez-LANNION

Oferenn d’ar sadorn 25-26 eus ar viz here

Rusket.jpg

Evel ' vez digaset da goun gant al lennadenn gentañ, e talc'h ar bibl da aliañ ar bobl dibabet da zegemer mat an divroidi, d'ober war-dro an intañvez, an emzivad hag ar paour, da gondaoniñ an uzul ha perc'hennañ madoù an dud all.

Hogen, en Aviel Maze, e stag Jezuz ar sturiennoù-se ouzh Karantez Doue hag an nessañ. An eil gourc'hemenn a zo heñvel ouzh an hini kentañ, ha muioc'h, n'heller ket o dispartiañ !

Daoust hag-eñ e vefe hor bed ar pezh a vez, gant e dizingaldedoù hag e forc'herezhioù, ma lakfe diskibien Jezuz gourc'hemenn doubl ar garantez e penn kentañ eus o frederioù ?

Dreist-holl, ar bed hirie a zo leun a divroidi a beb seurt : labourerien divroet, repuidi politikel, tud dilec'hiet pe dilezet ; ha gouzout a reomp, da vihanañ, gwelout anezho ?

Ha penaos e sellomp outo ?

 


Lennadenn eus levr an Ermaeziadeg 22, 20-26


"Pa roe Moizez lezennoù an Aotrou d'ar bobl, e lare Doue evel-henn :
“Ne wallgasi ket an estrañjour a zo o chom ganit, ha ne ri ket a boan dezhañ ; c'hwi hoc'h-unan a zo bet estrañjourien e Bro-Ejipt.

Ne vezi ket kriz e keñver an intañvez hag an emzivad. Ma waskez anezho ha ma teuont da glemm ouzhin, e selaouin o c'hlemmoù. Diroll a ray va c'hounnar hag e rin deoc'h mervel dre ar c'hleze ; ho kwragez a zeuio da vezañ intañvezed hag ho pugale emzivaded.

Ma prestez arc'hant da unan bennak eus va fobl, d'ur paour e-touez da vreudeur, ne vezi ket en e geñver evel ur prester war gampi, ne c'houlenni interest ebet digantañ.

Ma kemerez mantell da nesañ e-kred, e renti anezhi dezhañ a-raok ar c'huzh-heol. N'en deus netra all da lakaat : hennezh eo ar pallenn a laka en dro d'e gorf ; gant petra e c'hello kousket ?
Ma teu dezhañ krial ouzhin, e selaou a rin rak me a zo leun a druez.

 

An destenn-mañ, diwar-benn kustum an Izraeliz, a gas ac'hanomp e amzer gentañ meuriadoù Izrael o staliañ e Palestin, nebeut amzer goude an Ermaeziadeg.

Neuze, Doue 'n em ziskouez evel difenner ar beorien, an dud voustret, an dud dizifenn e-kreiz ar gevridigezh : an divroad n'en deus ket holl wirioù sosial an Izraeliz, an intanvez hag an emzivad a chom hep diwaller, ar paour a zo lakaet d'amprestañ war ouestl.

An abegoù roet evit herzel da gignat anezho a zeu eus ar skiant dengar, eus ar skiant-prenet desket en Egipt pa oant gwasket ha divroet, met dreist-holl eus anaoudegezh Doue evel rikour diwezhañ ar paour moustret


# Doue a zifenn ar re dizifenn. Deomp-ni d'ober eveltañ evit ar re a zo en-dro deomp.

SALM 17, 2-3a, 3bc-4, 47, 51ab

Ho karout a ran, Aotrou Doue, c'hwi, va nerzh !

Ho karout a ran, Aotrou, c'hwi va nerzh :
An Aotrou, va lec'h-kreñv, va saveteer.
Va Doue eo, ar roc'h a zo va repu,
Va skoed, arm va zrec'h, va c'hastell-kreñv.

Meuleudi da Zoue ! Galvet am eus an Aotrou,
Ha trec'h on bet d'am enebourien.
A-dre o daouarn en deus va zennet, va heñchet da bell.
Va frankizet en deus, dre garantez evidon.

Bevet an Aotrou ! Ra vo benniget va Roc'h !
Gloar d'an Doue a ro din an trec'h !
Trec'hioù-meur a ro d'e roue,
Leal a ra 'vit e olevad, da virviken.

Lennadenn eus lizher kentañ sant Paol d'an Desalonikiz. 1, 5-10

Troet hoc'h eus kein d'an doueoù faos, evit servijañ ar gwir Doue, ha gortoz donedigezh e Vab Jezuz.
Va breudeur, setu aze, c'hwi a oar, ar pezh hon eus graet en ho touez evit ho mad. Ha c'hwi a zo deuet da gemer skouer diwarnomp, ha diwar an Aotrou, o tegemer ar Gomz, e-kreiz kalz a drubuilhoù, gant levenez ar Spered Santel.
Evel-se ez oc'h deuet da vezañ ur skouer evit an holl dud fidel eus ar Makedonia hag an Akaia.

Rak n'eo ket hepken Komz Doue he deus tregernet er Makedonia hag en Akaia, adalek ho pro, met e pep lec'h eo brudet ho feiz e Doue : evel-se n'hon eus ezhomm ebet da lavarout netra diwar he fenn.

Rak ar re-se a lavar, o komz ac'hanomp, penaos hoc'h eus hon degemeret, penaos oc'h deuet da dreiñ ouzh Doue, o treiñ kein d'ar falskredennoù evit servijañ an Doue bev ha gwirion, hag evit gortoz eus an neñvoù e Vab en deus adsavet a-douez ar re varv, eñ hag hon diwall diouzh ar gounnar da zont.

Paol a glask ober evel Jezuz-Krist ; an Dessalonikiz a zo deuet d'ober evel Paol ; d'o zro, ar re-mañ a zo deuet da vezañ skouerioù evit an holl C'hresianed.
An Aviel a zo evel un diruilhad-erc'h : peogwir en deus Paol prezeget gant hardizhañs, kreñvaet gant harp ar Spered Santel, peogwir o deus kristenien Dessalonik peurc'hraet an eskemm eus o doueoù bagan da Doue Jezuz-Krist,
eo deuet o skouer da vezañ stagus evit Bro-C'hres a-bezh, ha pelloc'h c'hoazh. Soñjal a reer neuze e diougan an Aotrou : "C'hwi a vo ma zestoù... betek penn pellañ ar bed."
# N'eo ket eus skouer unan met eus sked skipailhoù ha kumuniezhioù kristen bev en deus ezhomm hor bed. Labourat evit se a zo lakaat an Aviel da vezañ stagus.



ALLELUIA. ALLELUIA     1Yn 4, 8. 7
Doue a zo karantez. Kement hini en deus karantez
a zo ganet eus a Zoue hag a zeu da anaout Doue.
Alleluia.

PENNAD EUS AN AVIEL SANTEL HERVEZ SANT VAZHEV 22, 34-40

Klevet ganto en doa Jezuz klozet o genoù d'ar Saduseaned, ec'h en em vodas ar Farizianed. Unan anezho, doktor war al Lezenn, a reas outañ ar goulenn-mañ evit e amprouiñ :
“Mestr, pehini eo ar brasañ gourc'hemenn el Lezenn ? ” Jezuz a respontas :
“KAROUT A RI  AN AOTROU DA ZOUE,   A-GREIZ  DA GALON, GANT DA HOLL ENE, HA DA HOLL SPERED”.
Hennezh eo ar brasañ hag ar c'hentañ gourc'hemenn.
Hag an eil a zo par dezhañ :
“ KAROUT A RI DA NESAÑ EVELDOUT  DA-UNAN”.
E dalc'h an daou c'hourc'hemenn-se emañ al Lezenn a-bezh   hag er Brofeded ”.








Pehini eo gourc'hemenn pouezusañ al lezenn yudev ?


Ar goulenn-se da Jezuz a zo, ur wech ouzhpenn, ur pej, rak tud ' zo o deus c'hoant diskouez dezhañ penaos e laosk a-gostez ur gourc'hemen bennak.
Dibarelezh Jezus n'emañ ket en e respontoù, peogwir e veneg al Lezenn, met e tostaad an daou c'hourc'hemenn diwar-benn karantez Doue ha karantez an nessañ.
An hini kentañ a zo an talvoudussañ, ar mallussañ. Met an eil a zo heñvel outañ e-keñver an dalvoudegezh hag ar vallusted (heñvel ne dalvez ket e c'heller o eskemm).
Ret eo eta heuliañ an daou c'hourc'hemenn war un dro, evit heuliañ unan da vat.

Enno eo diverret al Lezenn a-bezh ha kelennadurezh ar Brofedet.

5- Lezenn an Aliañs
Levr an Ermaeziadeg a ziskouez un toullad testennoù lezenn eus meur a vareoù, met liammet holl gant Moizez, war gont biv eo bet lakaet an holl lezennoù-se.
Pal ar Bibl n'eo ket bountañ warnomp lezennoù digemm hag emzalc'hoù digemmus. E-giz-se, da skouer, emdro an eskemmoù kenwerzhel en deux kaset ac'hanomp d'asantiñ d'ar prest war gampi (al lezenn yudev ne aotree ar prest war gampi nemet d'an dud nann-yudev, ha se a zo orin an tiez-bank judev en Oksidant). met en tu-hont da disheñvelded an amzerioù en em lez da vezañ gwelet ur gevredigezh a glask sevel etre an dud emzalc'hoù kempouez dindan sell Doue.
An destenn a gelenn penaos sevel emzalc'hoù gwirion, resis. Diskouez a ra deomp ar re o deus ar gwir da vezañ diwallet gant an dud a feiz : an divroad, an intañvez, an emzivad ; ha ma ne cheñch ket, al listenn a c'hell bezañ astennet. War un dro,
An destenn a lavar deomp war un dro petra e teuio an den da vezañ ma 'n deus c'hoant bezañ evel skeud Doue.

Al Lezenn, Torah en hebraeg (enskrivet war ur rollad), a zo enni an holl lezennoù a oa staget da Voizez gant an hengoun. Diskouez a ra Bolontez Doue ; ar reolenn e oa evit buhez ar bobl.
- 1- Evit an Izraeliz, al Lezenn a zo sin an Aliañs kinniget gant an Eternel. Kelenn a ra diwar-benn petra eo Doue, ha petra a ra. Ne ra ket an diforc'h etre an danvez relijiel hag an danvez disakr. Heñchañ a ra ar fideled er vuhez pleustrek. Eus se e teu niver al lezennoù yudev (613 sturienn, 248 gourc'hemenn, 365 berz !). Peadra da goll ar frankiz laouen a vez kavet e Spered ar C'hrist !

- « Samm al Lezenn » : e mare Jezuz, eo louset ar vuhez relijiel gant an idolerezh, lidet, kehelet, e pep lec'h, gwelet evel majik ha alies flastrus. A-enep d'an drougimplijoù-se e save Jezuz dibaouez.
- Setu perak 'zo lod, evel ar paotr yaouank pinvidik pe skrib Aviel ar sul-mañ, a glask ur bennreolenn genaozet evit sklerijennañ ar pleustr religiel.

Les commentaires sont fermés.