Les deux PLUS grands commandements
Oferenn d’ar sadorn 25-26 eus ar viz here
Evel ' vez digaset da goun gant al lennadenn gentañ, e talc'h ar bibl da aliañ ar bobl dibabet da zegemer mat an divroidi, d'ober war-dro an intañvez, an emzivad hag ar paour, da gondaoniñ an uzul ha perc'hennañ madoù an dud all.
Hogen, en Aviel Maze, e stag Jezuz ar sturiennoù-se ouzh Karantez Doue hag an nessañ. An eil gourc'hemenn a zo heñvel ouzh an hini kentañ, ha muioc'h, n'heller ket o dispartiañ !
Dreist-holl, ar bed hirie a zo leun a divroidi a beb seurt : labourerien divroet, repuidi politikel, tud dilec'hiet pe dilezet ; ha gouzout a reomp, da vihanañ, gwelout anezho ?
Lennadenn eus levr an Ermaeziadeg 22, 20-26
An destenn-mañ, diwar-benn kustum an Izraeliz, a gas ac'hanomp e amzer gentañ meuriadoù Izrael o staliañ e Palestin, nebeut amzer goude an Ermaeziadeg.
Neuze, Doue 'n em ziskouez evel difenner ar beorien, an dud voustret, an dud dizifenn e-kreiz ar gevridigezh : an divroad n'en deus ket holl wirioù sosial an Izraeliz, an intanvez hag an emzivad a chom hep diwaller, ar paour a zo lakaet d'amprestañ war ouestl.
An abegoù roet evit herzel da gignat anezho a zeu eus ar skiant dengar, eus ar skiant-prenet desket en Egipt pa oant gwasket ha divroet, met dreist-holl eus anaoudegezh Doue evel rikour diwezhañ ar paour moustret
# Doue a zifenn ar re dizifenn. Deomp-ni d'ober eveltañ evit ar re a zo en-dro deomp.
Paol a glask ober evel Jezuz-Krist ; an Dessalonikiz a zo deuet d'ober evel Paol ; d'o zro, ar re-mañ a zo deuet da vezañ skouerioù evit an holl C'hresianed.
An Aviel a zo evel un diruilhad-erc'h : peogwir en deus Paol prezeget gant hardizhañs, kreñvaet gant harp ar Spered Santel, peogwir o deus kristenien Dessalonik peurc'hraet an eskemm eus o doueoù bagan da Doue Jezuz-Krist, eo deuet o skouer da vezañ stagus evit Bro-C'hres a-bezh, ha pelloc'h c'hoazh. Soñjal a reer neuze e diougan an Aotrou : "C'hwi a vo ma zestoù... betek penn pellañ ar bed."
# N'eo ket eus skouer unan met eus sked skipailhoù ha kumuniezhioù kristen bev en deus ezhomm hor bed. Labourat evit se a zo lakaat an Aviel da vezañ stagus.
Pehini eo gourc'hemenn pouezusañ al lezenn yudev ?
Ar goulenn-se da Jezuz a zo, ur wech ouzhpenn, ur pej, rak tud ' zo o deus c'hoant diskouez dezhañ penaos e laosk a-gostez ur gourc'hemen bennak.
Dibarelezh Jezus n'emañ ket en e respontoù, peogwir e veneg al Lezenn, met e tostaad an daou c'hourc'hemenn diwar-benn karantez Doue ha karantez an nessañ.
An hini kentañ a zo an talvoudussañ, ar mallussañ. Met an eil a zo heñvel outañ e-keñver an dalvoudegezh hag ar vallusted (heñvel ne dalvez ket e c'heller o eskemm).
Ret eo eta heuliañ an daou c'hourc'hemenn war un dro, evit heuliañ unan da vat.
Enno eo diverret al Lezenn a-bezh ha kelennadurezh ar Brofedet.
5- Lezenn an Aliañs
Levr an Ermaeziadeg a ziskouez un toullad testennoù lezenn eus meur a vareoù, met liammet holl gant Moizez, war gont biv eo bet lakaet an holl lezennoù-se.
Pal ar Bibl n'eo ket bountañ warnomp lezennoù digemm hag emzalc'hoù digemmus. E-giz-se, da skouer, emdro an eskemmoù kenwerzhel en deux kaset ac'hanomp d'asantiñ d'ar prest war gampi (al lezenn yudev ne aotree ar prest war gampi nemet d'an dud nann-yudev, ha se a zo orin an tiez-bank judev en Oksidant). met en tu-hont da disheñvelded an amzerioù en em lez da vezañ gwelet ur gevredigezh a glask sevel etre an dud emzalc'hoù kempouez dindan sell Doue.
An destenn a gelenn penaos sevel emzalc'hoù gwirion, resis. Diskouez a ra deomp ar re o deus ar gwir da vezañ diwallet gant an dud a feiz : an divroad, an intañvez, an emzivad ; ha ma ne cheñch ket, al listenn a c'hell bezañ astennet. War un dro, An destenn a lavar deomp war un dro petra e teuio an den da vezañ ma 'n deus c'hoant bezañ evel skeud Doue.
Al Lezenn, Torah en hebraeg (enskrivet war ur rollad), a zo enni an holl lezennoù a oa staget da Voizez gant an hengoun. Diskouez a ra Bolontez Doue ; ar reolenn e oa evit buhez ar bobl.
- 1- Evit an Izraeliz, al Lezenn a zo sin an Aliañs kinniget gant an Eternel. Kelenn a ra diwar-benn petra eo Doue, ha petra a ra. Ne ra ket an diforc'h etre an danvez relijiel hag an danvez disakr. Heñchañ a ra ar fideled er vuhez pleustrek. Eus se e teu niver al lezennoù yudev (613 sturienn, 248 gourc'hemenn, 365 berz !). Peadra da goll ar frankiz laouen a vez kavet e Spered ar C'hrist !
- « Samm al Lezenn » : e mare Jezuz, eo louset ar vuhez relijiel gant an idolerezh, lidet, kehelet, e pep lec'h, gwelet evel majik ha alies flastrus. A-enep d'an drougimplijoù-se e save Jezuz dibaouez.
- Setu perak 'zo lod, evel ar paotr yaouank pinvidik pe skrib Aviel ar sul-mañ, a glask ur bennreolenn genaozet evit sklerijennañ ar pleustr religiel.