Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

28 a viz genver 2009

Setu aman arroud al Lennadennou ar sul-mañ (26 vet)

Rusket.jpg

 

Oferenn d’ar sadorn diwezañ ar miz ~ 28 a viz genver 2009 ~

UN DEN E DALC'H UR SPERED HUDUR,… !

 

LENNADENN GENTAÑ


Me a lako da sevel ur profed, ha va c'homzoù a lakain war e vuzelloù.

Lennadenn eus levr an Adlezenn 18, 15 -2O

Moizez a lavaras da bobl Israel : “ An Aotrou ho Toue a lakaio da sevel evidoc'h, eus a-douez ho preudeur, ur profed par din : e selaou a reot. An dra-se, end-eeun, eo hoc’h eus goulennet digant an Aotrou ho Toue war menez Horeb, da zeiz ar vodadeg, p'hoc’h eus lavaret : “ Ne fell ket deomp klevet mui mouezh an Aotrou, hon Doue, ne fell ket deomp gwelout mui ar flammenn-dan vrasse, rak ne fell ket deomp mervel ”.

Hag e lavaras din neuze an Aotrou : “ Komzet mat o deus, me a lakaio da sevel eus a-douez o breudeur, ur profed par dit, va c'homzoù a lakain war e vuzelloù, hag e lavaro dezho kement a c'hourc'hemennin dezhañ. Ha ma vez hini pe hini ha ne selaouo ket ar c'homzoù a lavaro em Anv, me an hini a c'houlenno kont digantañ.
Ma vefe ur profed hag a gredfe lavarout em Anv tra pe dra ha n'am eus ket gourc'hemennet dezhañ lavarout ha ma komz en anv doueoù all, ar profed-se a varvo.”

SALM

An hini dizimez a gemer preder gant aferioù an Aotrou.

Lennadenn eus lizher kentañ sant Paol d'ar Gorintiz 7, 32-35


Va breudeur, me garfe ho kwelout dibreder ; an den dizimez en deus preder gant aferioù an Aotrou. Klask a ra an doare da blijout da Zoue.
An den dimezet en deus preder gant traoù ar bed. Klask ra an doare da blijout d'e wreg ha setu eo daouhanteret e galon. Evelse ivez, ar vaouez dizimez pe ar plac'h yaouank a gemer soursi gant aferioù an Aotrou ; c'hoant he deus bezañ santel a gorf hag a spered ; an hini a zo dimezet a gemer soursi gant traoù ar bed. Klask a ra an doare da blijout d'he gwaz.
O lavarout kement-se e klaskan ar pezh a zo mat evidoc'h — n'eo ket evit lakaat deoc'h ur stign — ar pezh a zo dereat hag ar pezh hoc'h unano, hep ehan, gant an Aotrou.


ALLELUIA. ALLELUIA


Pennad eus an Aviel santel hervez sant- Mark 1, 21-24


Jezuz, e ziskibien d'e heul, a antreas e Kafarnaom. Kerkent aet er sinagogenn da zeiz ar sabad, e stagas da gelenn. Souezhet bras e voe an dud gant e gelennadurezh, rak kelenn a rae evel un den galloud dezhañ, ha n'eo ket evel ar Skribed.
Hogen er sinagogenn e oa un den e dalc'h ur spered hudur, hag a stagas da youc'hal : “ Petra 'zo etrezomp, Jezuz a Nazared ? Deuet out da goll ac'hanomp ? Gouzout a ran piv out : Santa Doue ! ”. Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ : “ Peoc'h ! Kerzh er-maez eus an den-se ”.

Ar spered hudur a hejas taer an den, hag a yeas kuit en ur youc'hal. Ken souezhet e voent holl, ma c'houlennent an eil ouzh egile : “ Petra eo kementmañ ? Setu ur gelennadurezh nevez embannet gant galloud. Gourc'hemenn a ra d'an drouksperedoù o-unan hag e sentont outañ ”. Kerkent e redas ar vrud anezhañ e pep lec'h, betek holl harzoù Bro-C'halilea.

sors.JPG

Les commentaires sont fermés.