Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

Cheñchit buhez...

 

Setu2.JPG

 

LENNADENN GENTAÑ

Doue a ra emglev gant an dud.


Lennadenn eus levr ar C'heneliezh 9, 8-15


War lerc'h an dour-beuz, e lavaras Doue kement-mañ da Noe ha d'e vibien : “ Emaon-me o vont da ober emglev ganeoc'h-c'hwi, ha gant ho pugale war ho lerc'h, hag ouzhpenn gant kement a vev en-dro deoc'h, laboused, loened doñv ha gouez, ar re holl 'zo bet en arc'h hag ar re a savo diwarno. Setu eta va emglev ganeoc'h : biken mui ne vo distrujet kement a zo bev gant dour-beuz, ha ne zeuio mui an dour-beuz da c'holeiñ an douar ."

Ha Doue a lavaras c'hoazh : “ An dra-mañ 'vo merk an emglev a ran ganeoc'h ha gant kement a vev en-dro deoc'h, warc'hoazh ha bemdez, a rumm da rumm, da virviken : va c'hanevedenn a lakan er goabrenn, da verkañ an emglev etrezon hag an douar.

P'am bo berniet ar c'houmoul, ha pa baro ar ganevedenn e-kreiz ar c'houmoul, e teuy soñj din eus va emglev ganeoc'h ha gant kement a zo bev, ha ne vo mui dourbeuz da zistrujañ an holl dud ”.


SALM 24, 4bc-5ab, 6-7bc, 8-9


Karantez ha gwirionez eo ho hentoù, Aotrou.

Diwar-benn ho hentoù Aotrou, roit din deskamant, Kentel diwar-benn ho kwenodennoù.
Va heñchit en ho kwirionez, Va c’henteilhit, C'hwi, va Doue Salver.
Bezit soñj eus ho trugarezioù, Aotrou, Eus ho karantez hag a zo a-viskoazhz

Eus pec'hedoù va yaouankiz, eus va mankoù na zalc'hit ket soñj,Met dre garantez soñjit ennon.
Mat ha just eo an Aotrou Rak-se e kelenn d'ar bec'herien an hent.
Heñchañ 'ra an dud izel hervez ar justis
Deskiñ a ra d'an dud izel o hent


Lennadenn eus lizher kentañ an abostol sant Per 3, 18-22


Dour ar vadeziant, gwelloc'h eget an dour-beuz gwechall, a savete ac'hanomp.


Ar C'hrist ivez a zo marv ur wech evit ar pec'hedoù, eñ, an hini dibec'h, evit ar bec'herien, evit o c'hinnig da Zoue ; eñ, bet lakaet d'ar marv en e gorf, met rentet d'ar vuhez dre ar Spered.
Neuze eo aet da brezeg d'an eneoù dalc'het er prizon zoken, o doa disentet gwechall pa gemere pasianted Doue hec'h amzer, e deizioù
Noe, pa edod oc'h ober an arc'h a voe saveteet enni un nebeud a dud, seizh anezho, a-dreuz an dour.

Ar skeudenn e oa eus ar vadeziant a ra deoc'h bremañ bezañ salvet, n'eo ket en ur lemel stlabez ar c'horf, met en ur ouestlañ da Zoue ur goustiañs vat dre adsav Jezuz-Krist, a zo a-zehou da Zoue, aet d'an neñv, hag a suj dezhañ an aelez, ar briñselezhioù hag ar galloudegezhioù.


3. Pennad eus an Aviel santel hervez sant Mark 1,12-15 annonce.JPG

Kerkent e voe kaset Jezuz d'ar gouelec'h gant ar
Spered. E-pad daou-ugent devezh e voe eno, tentet gant Satan.
Gant loened gouez e oa, hag an Aelez a chome d'e servijañ.
Goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, e teuas Jezuz da Vro C'halilea.
Embann a rae ar C'heloù Mat a-berzh Doue hag e lavare:
“ Deuet eo ar poent, tost eo Rouantelezh Doue.
Cheñchit buhez ha kredit er C'heloù Mat ”.

renard.JPG

Les commentaires sont fermés.